Johann Friedrich Naumann[1], bet ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1780 e Ziebigk (Impalaeriezh santel roman german d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Eost 1857 er memes kêr (Rouantelezh Prusia d'ar mare-se), a oa un engravour hag evnoniour alaman.
Sellet e vez outañ evel diazezer an evnoniezh en Europa ar C'hreiz.
Kerent e oa da evnoniourien alaman all, e dad Johann Andreas Naumann (1744-1826) hag e vreur Carl Andreas Naumann (1786-1854).